Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Filipinez |
Anv e yezh-vamm an den | Maria Gloria Macaraeg Macapagal Arroyo |
Anv ganedigezh | Maria Gloria Macaraeg Macapagal |
Married name | Arroyo |
Anv-bihan | Gloria |
Philippine middle name | Macaraeg |
Anv-familh | Macapagal |
Anv berr | Gloria Macapagal Arroyo |
Deiziad ganedigezh | 5 Ebr 1947 |
Lec'h ganedigezh | San Juan |
Tad | Diosdado Macapagal |
Mamm | Eva Macapagal |
Pried | Jose Miguel Arroyo |
Bugel | Mikey Arroyo, Diosdado Macapagal–Arroyo, Evangelina Lourdes Arroyo-Bernas |
Yezhoù komzet pe skrivet | spagnoleg, tagalogeg, saozneg, kapampanganeg |
Micher | ekonomour, politiker, kelenner skol-veur |
Implijer | Ateneo de Manila University |
Bet war ar studi e | Walsh School of Foreign Service, Georgetown University, Ateneo de Manila University, University of the Philippines, Assumption College San Lorenzo |
Strollad politikel | Lakas–CMD |
Bet war ar renk da vezañ dilennet | 2004 Philippine presidential election |
Strollad etnek | Kapampangan people |
Relijion | Iliz katolik roman |
Perzhiad e | World Economic Forum Annual Meeting 2023 |
Ezel eus | Philippine Academy of the Spanish Language |
Ideologiezh politikel | Mirouriezh, Dutertism |
Prizioù resevet | Collar of the Order of Isabella the Catholic, Order of the Star of Romania, Pro Ecclesia et Pontifice, Grand Cordon of the Supreme Order of the Chrysanthemum, honorary doctor of the Tsinghua University |
Lec'hienn ofisiel | http://www.macapagal.com/gma |
Ur bolitikourez filipinezat eo Gloria Macaraeg Macapagal-Arroyo (bet ganet d'ar 5 Ebrel 1947 e Manila e Filipinez). Bet eo ar vaouez kentañ anvet da vesprezidantez Filipinez (etre an 30 Mezheven 1998 hag an 20 Genver 2001) hag an eil plac'h dilennet da brezidantez ar vro goude Corazon Aquino. Dilennet eo bet evit ar wech kentañ d'an 20 Genver 2001 hag addilennet d'an 10 Mae 2004. Goude he frantad er brezidantelezh eo aet da gannadez d'an 30 a viz Even 2010.
E 2005, eo bet renket Arroyo e-touez ar peder maouez galloudusañ er bed gant ar gelaouenn Forbes. D'ar 24 C'hwevrer 2006 eo bet disklêriet ganti ar stad a zifrae a-benn dizarbenn un taol-Stad a vije bet dizoloet gant nerzhioù surentez gouarnamant Filipinez, da varn diouzh komzoù ar brezidantelezh.